Eduardo Gonçalves de Andrade
Neuz
Eduardo Gonçalves de Andrade (pell anavezetoc'h evel Tostão), bet ganet d'ar 25 a viz Genver 1947 e Belo Horizonte (Minas Gerais, Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian.
Meur a lesanv a voe tapet gantañ a-hed e vicher : Mineirinho de ouro, Rei Branco ha Vice-rei.
Araoger e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Tostão e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz,
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko : aet ar maout gantañ ha skipailh broadel Brazil. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970.