Wilson da Silva Piazza
Neuz
Wilson da Silva Piazza (pell anavezetoc'h evel Piazza), bet ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1943 e Ribeirão das Neves (Minas Gerais, Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian.
Graet e veze Capitão pe Jacaré anezhañ ivez.
Div wech ha hanter-kant en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1967 ha 1976, hep merkañ pal ebet.
Difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Piazza e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970,
- Kib vell-droad ar bed 1974 bet aozet en Alamagn ar C'hornôg.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.