Nílton dos Santos
Neuz
Nílton dos Reis Santos (pell anavezetoc'h evel Nílton Santos), bet ganet d'ar 16 a viz Mae 1925 e Rio de Janeiro (Brazil) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Du 2013 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Graet e veze A Enciclopédia anezhañ ivez.
Pemzek gwech ha tri-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1949 ha 1962 ha merket tri fal.
Difenner kleiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Nílton Santos e pevar dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1950 bet aozet e Brazil, hep c'hoari munutenn ebet,
- Kib vell-droad ar bed 1954 bet aozet e Suis,
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.