Mauro Ramos de Oliveira
Neuz
Mauro Ramos de Oliveira (pell anavezetoc'h evel Mauro Ramos pe Mauro), bet ganet d'an 30 a viz Eost 1930 e Poços de Caldas (Minas Gerais, Brazil) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 2002 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Ugent gwech en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1948 ha 1965, hep merkañ pal ebet.
Difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Mauro e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1954 bet aozet e Suis, hep c'hoari munutenn ebet,
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant Brazil evit an eil gwech. Kabiten e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Stad Broadel Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.