Hilderaldo Luís Bellini
Neuz
Hilderaldo Luís Bellini
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Brazil |
| Bro sport | Brazil |
| Anv e yezh-vamm an den | Hilderaldo Bellini |
| Anv-familh | Bellini |
| Deiziad ganedigezh | 7 Mez 1930 |
| Lec'h ganedigezh | Itapira |
| Deiziad ar marv | 20 Meu 2014 |
| Lec'h ar marv | São Paulo |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | kleñved Alzheimer |
| Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg |
| Micher | c'hoarier mell-droad |
| Savlec’h c’hoari pe spesialded | defender |
| Deroù ar prantad labour | 1952 |
| Ezel ar skipailh sport | Club de Regatas Vasco da Gama, São Paulo FC, Club Athletico Paranaense, Skipailh mell-droad Brazil |
| Kleñved | kleñved Alzheimer |
| Sport | mell-droad |
| Perzhiad e | Kib vell-droad ar bed 1966, Kib vell-droad ar bed 1962, Kib vell-droad ar bed 1958 |

Hilderaldo Luís Bellini (pell anavezetoc'h evel Bellini), bet ganet d'ar 7 a viz Mezheven 1930 en Itapira (São Paulo, Brazil) hag aet da Anaon d'an 20 a viz Meurzh 2014 e São Paulo (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Ur wech ha hanter-kant en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1957 ha 1966, hep merkañ pal ebet.
Difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Bellini e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Kabiten e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.