Thomas Gwynn Jones
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv-bihan | Thomas |
| Anv-familh | Jones |
| Deiziad ganedigezh | 10 Here 1871 |
| Lec'h ganedigezh | Betws yn Rhos |
| Deiziad ar marv | 7 Meurzh 1949 |
| Lec'h ar marv | Aberystwyth |
| Bugel | Arthur ap Gwynn |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, kembraeg |
| Yezh implijet dre skrid | kembraeg |
| Implijer | Skol-veur Aberystwyth |
| Bet war ar studi e | Ysgol Dyffryn Ogwen |
| Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
| Prizioù resevet | Commander of the Order of the British Empire |
| Deskrivet dre | T. Gwynn Jones (1871–1949) |

Thomas Gwynn Jones (10 Here 1871 – 7 Meurzh 1949), anavezetoc'h evel T. Gwynn Jones, a oa ur barzh kembraek, kelenner, skrivagner, troer ha kazetenner. Kalz labour a reas war dachenn al lennegezh kembraek ha studi ar c'hontadennoù kembraek e deroù an XXvet kantved. Treiñ a reas e kembraeg kalz a oberennoù lennegel estren ivez, diwar ar saozneg, an alamaneg, ar gresianeg hag an iwerzhoneg.
Ganet e voe e Betws-yn-Rhos, e Sir Ddinbych da neuze, e 1871. E dad a oa pastor eno. Skoliet e voe ar paotrig e Dinbych hag en Abergele. E 1899 e timezas gant Margaret Jane Davies.
E-pad un nebeud bloavezhioù e labouras T. Gwynn Jones evit kelaouennoù kembraek. Mont a reas da is-pennskrivagner Baner ac Amserau Cymru (Y Faner) e 1890. A-benn 1898 e oa is-pennskrivagner Yr Herald Cymraeg hag an Caernarvon and Denbigh Herald. Goude e voe e penn Papur Pawb.
Goude bloavezhioù o labourat evel kazetenner, e tapas ur plas e Levraoueg Vroadel Kembre, en Aberystwyth, ha goude c'hoazh e voe anvet da gelenner e rann ar c'hembraeg e Skol-veur Aberystwyth, e 1919.
E 1902 e c'hounezas ar gador en Eisteddfod Vroadel e Bangor, gant e varzhoneg Ymadawiad Arthur ("Tremenvan Arzhur"). Garedonet e voe gant doktorelezhioù gant Skol-veur Kembre ha gant Skol-veur Iwerzhon. Ur peoc'hgarour touet e oa, hag ur wech, e-pad ar Brezel-bed Kentañ, e kuitaas Capel y Tabernacl, en Aberystwyth, pa oa ar pastor o pediñ evit trec'h Breizh-Veur er brezel.