Akt Gouarnamant Kembre 1998
Neuz
Akt Gouarnamant Kembre 1998 (pennad 38) zo un Akt digant Parlament ar Rouantelezh-Unanet.
Votet e voe e 1998 gant ar gouarnamant Labour da grouiñ ur Vodadeg Kembreat, da reiñ ur gouarnamant emren da Gembre. Ar Vodadeg zo anavezet bremañ evel Senedd Cymru, « Parlamant Kembre ».
Abalamour d'an Akt e voe staliet ar Vodadeg Vroadel e 1999, goude ur referendom dalc'het e 1997 hag a zegemeras krouidigezh ur Parlamant deroet da Gembre.
Divizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Akt a embann an divizoù listennet amañ da-heul.
- Treuzkas ar braz eus galloudoù ar Sekretour Stad evit Kembre d'ar Vodadeg Vroadel evit Kembre.
- Treuzkas Burev Kembre ar Monumantoù Istorel, Deskadurezh Kembre, Kuzul Savadurioù Istorel Kembre, Levraoueg Vroadel Kembre, Mirdi Broadel Kembre ha leun a ensavadurioù all.
- Skarzhañ Burev Diorren maezioù Kembre, Aotrouniezh Douaroù Kembre hag ensavadurioù all.
- Krouiñ Aoditour Hollek Kembre.