Harpe noire (ed-du)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Harpe noire)

Harpe noire eo anv ar ouenn ed-du a gaver aliesañ e Breizh. Gwarezet eo bremañ dindan an anv Blé noir de Bretagne.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet e oa bet seurt anv d'an had-se dre ma oa bet dibabet ha gounezet da gentañ e ti-feurm La Harpe (e Villejean, Roazhon) d'ar mare ma talveze La Harpe e-giz ti-feurm pleustriñ hag enklask da Skol al Labour-douar Roazhon (1921-1969). An anv-lec'h gallaoueg La Harpe (La Herpe e kartenn Cassini e dibenn an XVIIIvet kantved) a zo da dostaat ouzh un droienn vrezhonek evel "ober un harp" hag ouzh ar verb kar o horellañ er memes mod etre herp-el ha harp-añ. Liamm ebet evel just gant ar benveg sonerezh anvet harpe e galleg.

Padal, deuet soñj d'ar vreserezh Lancelot, er bloavezhioù 90, bresañ bier diwar ed-du, da lâret eo da wir diwar ed-du La Harpe noire. Ha pa oa deuet kistion ar vadeziant, eo bet choazet treiñ Harpe noire ger-ha-ger e brezhoneg : ha deuet war wel ar bier Telenn du !… Da gentañ zoken ar boutailhoù a veze skeudennaouet gant un delenn gelt ; ne badas ket pell, ar breser Guinness o c'houlenn groñs chom ar perc'henn nemetañ war al logo-se. Setu penaos eo deuet an triskell da vezañ arouez an Telenn du.