Mor bihan Gavr
Mor bihan Gavr zo ur pleg-mor bas, etre ledenez Gavr er c’hreisteiz ha kumunioù Porzh-Loeiz ha Rianteg en hanternoz. En em astenn a ra war 600 hektar. Pa vez uhel ar mor e vez leun a zour, hogen pa vez tre n’eo mui nemet ul lec’hideg vras pe dost. Reiñ a ra bod da evned a-leizh (garrelied, tadorned, noueliged), ha da blant dibar evel al Limonium ovalifolium. Abalamour da se eo bet roet d’ar c’hornad al label Natura 2000.
Gwechall, pa oa stag kêriadennoù Gavr ouzh parrez Rianteg, e ranke an dud treuziñ ar Mor bihan da vont d’an iliz pe da vont d’ar marc’had. E 1867 e teuas Gavr da vout ur gumun distag diouzh Rianteg, ha n’eo nemet e-pad an Eil brezel-bed e oa bet savet un hent bras evit ar c’hirri da vont a C'havr da Bleheneg. Betek bremañ e vez stanket an hent-se ingal gant an arme, he deus ur c’hamp-tennañ e reter al ledenez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gavres - Naissance d’une commune ... 1867 – 2000, levrig embannet gant ar gevredigezh Gâvres arts et traditions.