Gavr (Mor-Bihan)
Gavr | ||
---|---|---|
![]() Gourenez Gavr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Gâvres | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56062 | |
Kod post | 56680 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Le Vouëdec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.gavres.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 679 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 361 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 10 m | |
Gorread | 1,88 km² | |
kemmañ ![]() |
Gavr[2] (Gâvres e galleg) a zo ur gumun eus arvor Breizh, e kanton Henbont, e departamant ar Mor-Bihan. En ul ledenez emañ, er reter da Enez Groe, e penn pleg-mor an Oriant, dirak Porzh-Loeiz.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Deuet e oa Gavr da vezañ ur gumun d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1867[3]. A-raok e oa stag ouzh Rianteg. Krouet e voe ar barrez katolik e 1868.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ : 40 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez[4], d.l.e. 3,15 % eus he foblañs e 1911.
- Eil Brezel-bed :
- d'ar 11 a viz Eost 1941 e kouezhas un nijerez (Beaufort I marilhet L9972 ha kodet MW-F) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor, nepell eus Gavr. Un nijour a varvas, ne voe ket kavet e gorf ; an tri nijour all a voe serret gant an Alamaned;
- d'ar 26 a viz Du 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Beaufort I marilhet L9793 ha kodet OA-o) eus ar Royal Air Force e donvor Gavr. Un nijour a varvas, douaret e voe e bered ar gumun ; an tri nijour all a voe serret gant an Alamaned[5];
- e Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe Gavr d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[6].
- 15 den eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
- Brezel Indez-Sina : ur gwaz eus ar gumun a varvas[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz katolik Sant Weltaz, 1892.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 |
![]() |
1 |
![]() |
3 |
Hollad | 5 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet e oant e-pad an Eil Brezel-bed, daou anezhe e 1941, an tri arall e 1943[7].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ kumun Gavr en ul ledenez, en aber Morlenn an Oriant. Stag eo al ledenez-se ouzh an douar-bras dre un erv-draezh. Dispartiañ a ra ul ledennad vor anvet Mor bihan Gavr diouzh ar meurvor.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2001 | 2008 | Henri Quer | Strollad Sokialour Gall | |
2008 | Dominique Le Vouëdec | Strollad Sokialour Gall | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Digoret e voe ar burev d'an 10 a viz Genver 1966[9].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Meneget anv ar gumun er romant Ar Pesk Aour gant Roparz Hemon : "Edo an ti-sardined war an traez, e Gavr, e-kichen Porz-Loeiz." 1942, pajenn 7 ; Anvioù kumunioù Breizh, Skol-Uhel ar Vro, 1998, p. 67.
- ↑ Le Télégramme, 16 a viz Eost 2010
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 620
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 104