Kervignag
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Kervignag | ||
---|---|---|
![]() Ar vourc'h. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Kervignac | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56094 | |
Kod post | 56700 | |
Maer Amzer gefridi | Jacques Le Ludec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Blavezh Gwelmeur hag ar Mor Bras | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.ville-portlouis.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 786 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 172 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 40 m bihanañ 0 m — brasañ 70 m | |
Gorread | 39,56 km² | |
kemmañ ![]() |
Kervignag a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Blavezh etre Kervignag (a-gleiz) ha Lannarstêr.
- War lez ar stêr Blavezh emañ Kervignag.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Veneacum plebem que postea vocata est Chernenac, XIIvet; kerveniac, Kereniac, 1280; Creveniac, 1282; Kaervinyac, 1387; Quiliviniac, 1405; Querviniac, 1413; Querveniac, 1422; Quirvinyac, 1505; Quirminac, 1516; Querviniiac, 1630
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e gleze ouzh beg en aour, leinet gant ur gurunenn dug ivez en aour, o trebarzhiñ un aerouant en sabel, skantet, krabanet ha teodet en aour.[2]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: preizhet e voe ar presbital gant an emsavidi, laeret loaioù ha fourchetezioù argant hag evet barrikennadoù gwin ar person ha klasket lazhañ e niz gant parrezianiz Kervignag, Rianteg, Lostenk, Brelevenez ha Lokoal[3]; nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Kervignag, Jean Le Lénec ha Jean Steffan, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: savet e voe ar gumun e 1790 ha lakaet da bennlec'h Kanton Kervignag, bet diskaret gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; e Bann Henbont e oa. Lakaet e voe ar gumun en Arondisamant an Oriant pa voe krouet e 1800 hag e Kanton Porzh-Loeiz, bet brasaet e 1801[5],[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 92 milour eus ar gumun a gollas o buhez[7].
- War dalbenn Sankenn an Oriant edo Kervignag.
- Pemp den nann-soudard eus ar gumun a voe fuzuilhet gant an Alamaned er gumun d'an 23 a viz Gouere 1944[8].
- 19 den nann-soudard en holl a varvas abalamour d'ar brezel, ha 17 milour eus ar gumun a gollas o buhez, tri anezhe er c'hampoù-prizonidi[7].
Brezelioù didrevadennañ
- Daou waz a varvas e Brezel Indez-Sina hag unan e Brezel Aljeria
[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Itron-Varia Druez.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1983 | Jacques Le Ludec | tu-dehou, distrollad | ||
1977 | 1983 | Jean Le Marouille | ||
1953 | 1977 | Benoît Rio | ||
1941 | 1953 | Pierre Laventure | ||
1924 | 1940 | Lucien Dauchez de Beauvert | ||
1872 | 1923 | Gustave de Perrien (Vte) | ||
1864 | 1871 | Jean Bouedec | ||
1864 | 1864 | Vincent Hirgair | ||
1860 | 1864 | Jacques Le Cloirec | ||
1848 | 1860 | Joseph Portanguen | ||
1842 | 1848 | Julien Giquello | ||
1825 | 1842 | Auguste Dufretay | ||
1813 | 1825 | François Corentin Le Mancq | ||
1811(?) | 1813 | Guillaume Danigo | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Digoret e voe ar burev d'an 9 a viz Kerzu 1957[5].
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean Jaffré, den-a-iliz ha politikour gall, 29 a viz Du 1819
- François Marie Falquerho, beleg katolik ha barzh, 1854
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Baellec,
aotrounez Lokunole |
En argant e erez dispak en glazur |
![]() |
Baillet,
aotrounez Locunolé |
En argant e deir askolenn geotet bleuniet en gul |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2021 e oa 17 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (2,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Aozet gant Loïc Ermoy ; Kuzul ar Gumun : 1991.
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 186.
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ 5,0 ha5,1 Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 154
- ↑ Cassini - EHESS - Kervignag - Fichenn ar gumun
- ↑ 7,0 ha7,1 Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 310-311
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv