Lokmikaelig
Lokmikaelig | ||
---|---|---|
![]() Porzh Penn Mane. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Locmiquélic | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56118 | |
Kod post | 56570 | |
Maer Amzer gefridi | Nathalie Le Magueresse 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.ville-locmiquelic.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 056 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 133 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 20 m bihanañ 0 m — brasañ 24 m | |
Gorread | 3,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Lokmikaelig a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Henbont e departamant ar Mor-Bihan.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Rannet : ouzh 1 en glazur e lestr en gul e ouelioù en argant, difoupant ouzh lez a-zehoù ; ouzh 2 ivez en glazur, e savadur en argant difoupant diouzh al lodennadur ; e gab en erminig ; un eor en sabel, hep ruilhenn, balirant war al lodennadur.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Seizh Vloaz, 1761: savet e voe un harz-difenn troet kentoc'h war-zu an douar evit difenn porzh An Oriant.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 136 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel,[3].
- Savet e voe kumun Lokmikaelig diwar ul lodenn eus Rianteg d'an 12 a viz Here 1919[4].
Anv J. Tréquesser, un den eus Lokmikaelig, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
- Eil Brezel-bed: d'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[5].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 27 a viz C'hwevrer 2018 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gummun.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 35 skoliad (10,2 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kreñvlec'h al lu gall.
- Ar c'halvar er vourc'h.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Porzhioù Penn Mane ha Santez Katell.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
abaoe 1921[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | → bremañ | André Le Roux | Tu-kleiz, distrollad | |
1983 | Meurzh 2001 | Francis Pahun | ||
1969 | 1983 | Louis Le Scouarnec | ||
1947 | 1969 | Emmanuel Le Visage | ||
1945 | 1947 | Joseph Guillemoto | ||
1935 | 1945 | Emmanuel Le Visage | ||
1931 | 1934 | Joseph Marie Le Garf | ||
1920 | 1931 | Jules Le Bourdiec | ||
1919 | 1920 | Jean-Louis Danic | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savet e voe tro 1960 diwar tresoù Millot ha Caillard, tisavourion[7].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kuzul ar Gumun : 1970.
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.185