Mont d’an endalc’had

Prizieg

Eus Wikipedia
Prizieg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Priziac
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56182
Kod post 56320
Maer
Amzer gefridi
Dominique Le Niniven
2014-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn Web (fr)www.priziac.com
Poblañsouriezh
Poblañs 1 037 ann. (2023)[1]
Stankter 23 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 03′ 43″ Norzh
3° 24′ 29″ Kornôg
/ 48.0619444444, -3.40805555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 166 m
bihanañ 56 m — brasañ 230 m
Gorread 44,63 km²
Lec'hiañ ar gêr
Prizieg

Prizieg zo ur gumun e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Stummoù skrivet
  • Erwan Vallerie (1995) ː Brisiaci Sylva, 818 ; Prisiac, 1128, 1160 ; Prisciach, 1161 ; Prisiac, 1191 ; Parrochia plebis Prisiac, 1330 ; Presiac, 1376 ; Prisiac, 1387 ; Prissiac, 1430 ; Prisac, 1630.
Gerdarzh

Diwar an anv-den galian-ha-roman Britius, graet e annez en norzh d'ar c'hamp roman a oa e Berne[2]. An hevelep anv-den a roas anv ar gumun Brieg[3].

Troc'het ; ouzh 1, rannet : en sabel e groaz goñchek en argant, en gul e gammell eskob en aour ; ouzh 2 : en argant e ziv dreustell kommek en glazur, ur rod milin dour en sabel difoupant diouzh an dreustell ouzh beg, ha balirant.
  • Degemeret gant ar Gumun e 1991 ; enrollet e 1992.
  • Deuet da vrezeliñ ouzh Morvan Lez-Breizh e 818 e voe savet e gamp e Prizieg gant Loeiz an Deol, impalaer frank; e 1860 e voe kavet 2 000 pezh-moneiz karolingian etre kêriadennoù Beler ha Kervenac'h[4].
  • Mervel a reas pevar gwaz eus ar gumun er brezelioù[7].
  • Mervel a reas 104 gwaz eus ar gumun hervez he marilhoù, 134 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 132 hervez monumant ar re varv (eleze 4,39 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[8] abalamour d'ar brezel[9].
  • D'an 21 a viz Du 1915 e voe fuzuilhet gant al lu gall ur milour breizhat bet ganet er gumun.
1940, repuidi-brezel

D'an 10 a viz Even e oa 291 repuad e Prizieg ; 24 anezhe ne oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon[10].

1944
  • D'an 31 a viz Mae e voe taget an ti-post gant tud eus ar Rezistañs met ne voe kemeret blank ebet gante, ha d'ar 6 a viz Even e voe tapet 6 100 Lur gante[11].
  • E miz Even, daou zen ag ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned pa voe taget kamp paotred ar strouezheg e Kerfur ; pevar ezel all ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Bodkenven ; e miz Gouere, seizh den ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Karnal-Vihan ; daou ezel arall ag ar Rezistañs a voe lazhet er gumun[12].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[15].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

<clr|left}} [16]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de Beaumez
Aotrounez la Roche-Périou
En gul e groaz garzentek en aour.
de Bénerven / Bennerven
Aotrounez Bresserien (= Bressilien)
En argant e wezenn derv c'heotet, meziet en aour; e c'houezoc'h en gul tremenant war troad ar c'hef.
de Volvire
Aotrounez an Dreorz
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, p. 17.
  3. ↑ (fr) Hervé Abalain ː Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot, 2000 (ISBN 978-2-87747-482-5)
  4. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, p. 28.
  5. ↑ (fr) Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pp. 305 ha 364.
  6. ↑ (fr)Cassini - EHESS - Prizieg - Fichenn ar gumun
  7. ↑ (fr)Memorial Genweb
  8. ↑ (fr) Monumant ar re varv
  9. ↑ (fr) 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, p. 94
  10. ↑ (fr) Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, p. 118.
  11. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 305
  12. ↑ (fr) René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pp. 36-39
  13. ↑ (fr)Memorial Genweb
  14. ↑ (fr) 6411504 Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  15. ↑ (fr) Memorial Genweb
  16. ↑ (fr) EBSSA.
  17. ↑ (fr) Ouest-France, 04/11/2013, pajennoù "An Oriant"
  18. ↑ (fr)Le Télégramme, 15/11/2014
  19. ↑ (fr) Mémoire des hommes