Sant-Tudal
Sant-Tudal | ||
---|---|---|
![]() Ar c'hastell. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Tugdual | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56238 | |
Kod post | 56540 | |
Maer Amzer gefridi | Raymond Siou 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.saint-tugdual.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 369 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 18 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 190 m bihanañ 140 m — brasañ 276 m | |
Gorread | 19,97 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Tudal a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː S. Tudale, 1285; Saint Tugdual, 1377 ; Saint Tuzual, 1393; Saint Tutgual, 1428; Saint Tugdual, 1432; Saint Tudoal, 1433; Saint Tutgoal, 1453; Saint Tugoal, 1460; S. Tudal, 1630
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket evit ar poent.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790 ; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Prizieg; e Bann ar Faoued e oa[2]; dilamet e voe kanton Prizieg gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Sant-Tudal en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 hag e Kanton ar Gemene bet brasaet e 1801[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ar C'hroesti d'an 29 a viz Du 1903 diwar ul lodenn eus kumun Sant-Tudal[4].
- Mervel a reas 52 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 6,11 % eus he foblañs e 1911[5].
- Ur soudard breizhat bet ganet er gumun a voe lazhet gant al lu gall d'an 21 a viz Kerzu 1917 e kamp Soukh Akhras (Aljeria).
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 58 repuad e Sant-Tudal[6].
- D'an 3 a viz Mae 1944 e voe tapet 500 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[7].
- Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel; pemp anezhe a voe lazhet d'an 22 a viz Eost 1944 en Henbont e-pad emgannoù Sankenn an Oriant[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Tudal.
- Chapel Sant Wenn, 1540, bet devet razh e miz Genver 2006 hag adsavet e 2006-2008[8].
- Chapel Sant-Urloù, rivinet[9].
- Kroaz ar vered.
- Kastell Kerminisy.
- Maner Kersalig.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[10]. Dioueliet e voe d’ar 15 a viz Meurzh 1925[11].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Marie Cario, d'ar 7 a viz Mae 1887, soudard er 4e Batailhon Kerzhet Troadegiezh skañv Afrika; prizoniet e oa e kamp Soukh Akhras (Aljeria) ha lazhet e voe gant al Lu gall d'an 21 a viz Kerzu 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ, "p'edo o klask achap"[12].
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Alleno,
aotrounez Kersalig |
en argant e deir joskenn gouezoc'h en sabel, diframmet en gul
sturienn ː Mad é quelen é pab amzer |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 305 ha 364
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Sant-Tudal - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ 5,0 ha5,1 memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 365
- ↑ Le Télégramme
- ↑ (fr)Henri Guiriec, Le Haut-Ellé, l'abbaye de Langonnet (istor bro Langoned, ar Faoued, Gourin), Eil embannadur, 1939, pajenn 12
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Mémoire des hommes