Gwenole Bihannig

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kelenner brezhoneg hag arzoù eo Gwenole Bihanig, Bihannic e marilhoù an ti-kêr, e skolaj Diwan Ar Releg-Kerhuon. Asambles gant e skolajidi en deus troet tri albom Titeuf e brezhoneg : Kenô bed kriz, Burzhud ar vuhez ha Lezenn ar bratell. An tri albom-se a zo bet embannet gant Bannoù-Heol, un ti-embann a Gemper.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Gwenole Bihanig e Dieppe d'an 22 a viz Eost 1966. Mab eo da Loeiz Bihanig, skrivagner ha sekretour Al Liamm. Goude ez eas da heul e familh da chom da Sant-Maloù e 1971.

Graet en deus e studioù e Skol-Veur Roazhon e-lec'h m'en deus tapet ur vestroniezh war ar brezhoneg, unan all war ar yezhoù estren pleustrek evit ar c'henwerzh (L.E.A. pe Langues Etrangères Appliquées au Commerce) war ar saozneg hag ar spagnoleg.

Gwenole Bihannig, kelenner e Diwan

Goude se e reas e goñje soudard e Fort-de-France (Martinik). Lenner eo bet ivez war ar brezhoneg e skol-veur Galway (Iwerzhon) e-pad daou vloaz. Labouret en deus e skol-veur Freiburg im Breisgau (Alamagn) e-pad ur bloavezh, war-dro ar raktres « Sonderforschungsbereich Mündlichkeit und Schriflichkeit » diwar-benn an hengoun dre gomz ha dre skrid en Iwerzhon. Kelenner brezhoneg ha tresañ eo bremañ e skolaj Diwan ar Releg (hag el lise, keit m'eo bet er Releg hag e Brest). Bet en deus e zoktorelezh war ar brezhoneg e 2005.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labourioù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Douaroniezh Breizh, ul levr embannet gant An Here e 1997 (« Priz Roparz Hemon » e 1997).
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Troet levrioù Titeuf e brezhoneg:
    • Kenô, bed kriz(2005), gant klasadoù pevare skolaj Diwan ar Releg.
    • Burzhud ar vuhez(2006), gant klasadoù pevare skolaj Diwan ar Releg.
    • Lezenn ar bratell(2007)
    • Roit peoc'h da'm revr(2008)
    • Red ar vuhez(2008) (« Priz ar gwellañ brezhoneg », Genver 2009, evit prizioù Frañs 3)
Embann labourioù skolajidi-liseidi Diwan dre ar gevredigezh Embannadurioù an Hemon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Pezhioù-c'hoari (C'hoariva Diwan, 2004)
    • Danevelloù: Dec'h e vo(1996), En un tu bennak(2000), Kae da welet(2001)
    • Barzhonegoù: Livioù(2002)
    • Farsadennoù: Fars Diwan(2005)
    • Ur romant Polis: An hunvre dihun(1997)
    • Labourioù enklask: Enklaskoù Klas Termen(niv.1 e 1997, ha niv.2 e 1999)
Pennadoù war Al Liamm (troidigezhioù)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]