Titeuf
Neuz
Titeuf zo haroz ur rummad levrioù bannoù-treset gallek krouet gant Zep, un tresour ha senarioour suis. Gallet a reer ivez gwelet Titeuf e-barzh tresadennoù-bev er skinwel, hag er gelaouenn c'hallek Tchô!.
Istor an embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Titeuf a veze embannet da gentañ er fanzine "Sauve qui peut". Zep az ae davet Glénat e 1992. A-benn ar fin e teue Titeuf da vezañ unan eus an harozed bannoù-treset brudetañ e broioù gallek Europa.[1] Al levr kentañ Dieu, le sexe et les bretelles a zeue war wel e 1993. Ur miliad bennak a skouerennoù a oa gwerzhet hepken. Met ar re da heul o deus graet berzh bras-kenañ.[2]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dieu, le sexe et les bretelles, 1992
- L'Amour, c'est pô propre..., 1993
- Ça épate les filles..., 1994
- C'est pô juste..., 1995
- La derrière des choses, 1996
- Tchô, monde cruel, 1997
- Le miracle de la vie, 1998
- Lâchez-moi le slip!, 2000
- La loi du préau, 2002
- Nadia se marie, 2004
- Mes meilleurs copains, 2006
- Le sens de la vie, 2008
Troidigezh e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus an albomoù orin a zo bet troet e brezhoneg :
- Kenô bed kriz, albom 6, lakaet e brezhoneg gant klasadoù pevare klas skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon (2002-2003) ha Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-Heol e 2005.
- Burzhud ar vuhez, albom 7, lakaet e brezhoneg gant klasadoù pevare skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon (2005-2006) ha Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-Heol ha Glénat e 2006.
- Roit peoc'h da'm revr!, albom 8, lakaet e brezhoneg gant Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-Heol ha Glénat e 2008.
- Lezenn ar bratell, albom 9, lakaet e brezhoneg gant Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-Heol ha Glénat e 2007
- Red ar vuhez, albom 12, lakaet e brezhoneg gant Gwrenole Bihannig, embannet gant Bannoù-Heol ha Glénat e 2008.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lambiek Comiclopedia. Zep.
- ↑ Castrillón, Marcos. Beyond Borders - Not That Innocent. Ninth Art.