Mont d’an endalc’had

Afer ar geriadur hollvrezhonek

Eus Wikipedia

Afer ar geriadur hollvrezhonek a savas en abeg d'ur pennad a oa bet embannet d'ar 26 a viz Ebrel 2000 er gazetenn sizhuniek gall Le Canard enchaîné, gant un den a sine Jérôme Canard, hag a rae tamalloù d'ur geriadur hollvrezhonek, Geriadur brezhoneg An Here.

Savet e oa bet an tabut gant ur c'hazetenner eus Brest, awenet gant enebourien da An Here eus Brest hag eus Roazhon. Goulennet e oa bet ar gwir da respont d'an tamalloù gant rener An Here ; nac'het e voe outañ gant sizhunieg Pariz.

Implijet e oa bet ur vurutelladenn gant Charlez ar Gall e-barzh Brud Nevez, e brezhoneg eta, ha roet brud ha liv politikel dreistmuzul d'un nebeud linennoù el levr, ken e voe kaoz eus ar geriadur betek er Parlamant gall.
D'ar gannaded a sponte o welout ar Republik c'hall en arvar en abeg d'ar Geriadur e prometas Jack Lang, a oa maodiern nevez an Deskadurezh-Stad d'ar mare, ne vije ket kavet al levr er skolioù ken.