Geriadur brezhoneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Geriadur brezhonek)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Geriadur brezhoneg, pe geriadur brezhonek, a vez graet a-wechoù eus ur geriadur gant brezhoneg e-barzh. Divyezhek eo al lodenn vrasañ, hag e galleg peurvuiañ e vez an displegadurioù.

A-raok 1995[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu al labourioù geriaduriñ e brezhoneg embannet a-raok 1995 :

  • Geriadur Broadel Roparz Hemon, bet embannet a dammoù adalek 1963 er gelaouenn Ar Bed Keltiek, renet gant Roparz Hemon. Met ne oa nemet ur geriadur diechu (eus al lizherenn L betek al lizherenn T).
  • Dafar 63, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., Preder, 1963
  • Dafar 64, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., Preder, 1964
  • Stagadenn d'an Dafar evit ar Geriadur Broadel, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, Preder, 1971

Ar c'hentañ geriadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1995 e voe nevezinti evit hon yezh, gant embannadur ar c'hentañ geriadur e brezhoneg graet gant An Here, ul labour renet gant Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard. Geriadur brezhoneg e oa e anv, 10 000 pennger gant skouerioù ha troiennoù, ha skeudennet gant Jean-Yves André. Hemañ eo ar geriadur unyezhek kentañ bet moullet en hor yezh. Un oberenn istorel eo a laka, evit ar wech kentañ, ar Vretoned da vezañ gouest de zisplegañ o yezh dre an diabarzh hep bezañ rediet da dremen dre hanterouriezh ur yezh all. Un oberenn stroll eo an oberenn-mañ bet savet gant tud a-vicher, ha gant reolennoù micher ar geriaduriñ, evit ar wech kentañ.

An eil geriadur brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un oberenn all a voe embannet e 2001, anvet Geriadur brezhoneg An Here. An eil geriadur hollvrezhonek eo hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.

Geriadurioù hollvrezhonek all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geriadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar geriadurioù all a zo

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Liamm gant geriadurioù brezhonek enlinenn [1]