Geriadur brezhoneg
Geriadur brezhoneg, pe geriadur brezhonek, a vez graet a-wechoù eus ur geriadur gant brezhoneg e-barzh. Divyezhek eo al lodenn vrasañ, hag e galleg peurvuiañ e vez an displegadurioù.
Geriadurioù hollvrezhonek 1963
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geriadur Broadel Roparz Hemon, bet embannet a dammoù adalek 1963 er gelaouenn Ar Bed Keltiek, renet gant Roparz Hemon. Met ne oa nemet ur geriadur diechu (eus al lizherenn L betek al lizherenn T).
- Dafar 63, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., Preder, 1963
Geriadur hollvrezhonek 1964
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dafar 64, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., Preder, 1964
Geriadur hollvrezhonek 1971
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stagadenn d'an Dafar evit ar Geriadur Broadel, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, Preder, 1971
Geriadur hollvrezhonek 1995
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1995 e voe embannet ur geriadur e brezhoneg graet gant An Here, ul labour renet gant Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard. Geriadur brezhoneg e oa e anv, 10 000 pennger gant skouerioù ha troiennoù, ha skeudennet gant Jean-Yves André. Un oberenn istorel eo a laka ar Vretoned da vezañ gouest de zisplegañ o yezh dre an diabarzh hep bezañ rediet da dremen dre hanterouriezh ur yezh all. Un oberenn stroll eo an oberenn-mañ bet savet gant tud a-vicher, ha gant reolennoù micher ar geriaduriñ.
Geriadur hollvrezhonek 1996
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geriaoueg Sant-Ivi, Alan Heusaff, Hor Yezh, 1996
Geriadur hollvrezhonek 2001
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un oberenn all a voe embannet e 2001, anvet Geriadur brezhoneg An Here. Ur geriadur hollvrezhonek eo hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.
Geriadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar geriadurioù all a zo
- geriadurioù divyezhek,
- evel Geriadur Gregor, Geriadur Favereau
- evel re Frañsez Vallée, Roparz Hemon,
- geriadurioù brezhonek arbennikaet, evel Geriadur an Armerzh ha re all embannet gant Preder.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Liamm gant geriadurioù brezhonek enlinenn [1]