Josilin
Josilin | ||
---|---|---|
![]() Bourc'h Josilin ha kastell ar Roc'haned war ribl an Oud. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Jocelein | |
Anv gallek (ofisiel) | Josselin | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56091 | |
Kod post | 56120 | |
Maer Amzer gefridi | Joseph Séveno 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | www.josselin.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 511 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 560 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 32 m — brasañ 93 m | |
Gorread | 4,48 km² | |
kemmañ ![]() |
Josilin a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Rannet : ouzh 1 en gul e leon en argant, kurunet en aour ; ouzh 2 en gul e gastell gant teir zourigell en aour, goulaouet en sabel ; e grenngonk en erminig.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Josilin e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Josilin da benn ur c'hanton, hini Josilin, ha da benn ur bann, hini Josilin[4], eizh kanton ennañ: an Drinded-Porc'hoed, Begnen, Brehant-Loudieg, Josilin, Gwegon, Lannoez, Pluveleg ha Regini. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[5]. Brasaet e voe Kanton Josilin e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[6], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant Ploermael krouet e 1800.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embann a reas trizek beleg eus ar gumun[7] e oant mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 104 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,42 % eus he foblañs e 1911[8].
- D'an 19 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Josilin[9].
- D'ar 24 a viz Mae 1944 e voe kemeret 69 138 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[10].
- D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe fuzuilhet tud e Josilin gant al lu alaman[11].
- D'ar 5 a viz Eost 1944 e teuas un hanter-gevrenn eus ar Rezistañs FTP tre e Josilin, an FFI a zeuas war o-lerc'h ha tapet e voe seizh milour alamangante[12].
- Mervel a reas 14 den abalamour d'ar brezel[13].
Brezelioù didrevadennañ
- Mervel a reas daou waz e Brezel Indez-Sina hag unan e Brezel Aljeria[14].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2003.
- E distro-skol 2022 e oa 50skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (12,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[15].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tiez kozh.
- Kastell Josilin.
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik ar Groaz-Santel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar stêr Oud a dreuz ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Olier V Klison, aotroù marvet e Josilin.
- Allain, person parrez an Intron-Varia, bet kannad e Breujoù Meur Bro-C'hall hag er Vodadenn vonreizhañ vroadel[16].
- Julien Le Blaye, noter ha prokulor e Gwegon, merour e Bann Josilin e 1790, bet dilennet da Lez-Varn ar bann e 1792, brogarour mat ha gredus hervez Prieur de la Marne; dilezel a reas e garg a varnour evit mont da verour ar bann d'ar 14 nivôse an II (3 a viz Genver1794). Da c'houde e voe maer e Josilin ha klask a reas mont da varnour a beoc'h e 1807[17].
- Denise Josse-Elicot (1921-2014), rezistantez ganet e Josilin.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ D'Hozier, 1696.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 147
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Josilin - Fichenn ar gumun
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 10 hag 11
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Ouest-France, 8 a viz Even 2010
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 152
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 83
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 538
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 10
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 83