Gwegon
Gwegon | ||
---|---|---|
![]() Kastell Tregaranteg. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Gégon | |
Anv gallek (ofisiel) | Guégon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56070 | |
Kod post | 56120 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Marc Dubot 2014-Eost 2015[1] | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | www.guegon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 261 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 42 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 80 m bihanañ 27 m — brasañ 162 m | |
Gorread | 53,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwegon a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J.-Y. Le Moing (1990) :" Guezgon, 1283; Gezgon, 1330"
- Erwan Vallerie (1995) : "Guezgon, 1284; Gezgon, 1330; Guegon, 1387; Guegou, Guegon, 1453; Gueugon, 1654
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "palefarzhet; ouzh 1 en gul e dri tour-iliz en aour, an hini kreiz hebiaet gant daou bihanoc'h; ouzh 2 en argant e ziv dreustell kommek en glazur; ouzh 3, geotet e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig; ouzh 4 en gul e deir danvoezenn en aour"
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2000.
- E distro-skol 2022 e oa 41 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (27,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwegon e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Gwegon, gant teir c'humun ennañ: Gwegon, Killi ha Sant-Servant-an-Oud; e Bann Josilin edo. Diskaret e voe kanton Gwegon ha lakaet Gwegon e Kanton Josilin, bet miret ha brasaet gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Gwegon en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Julien Gicquello e anv, ar c'hure Merlet, hag ur beleg, Gandon e anv, eus parrez Gwegon ha gant Guillaume Orio, kure trev Tregaranteg[6]. Evit bout nac'het touiñ e 1791 e voe bac'het Julien Giquello e Gwened, dre ma oa triugentvloaziat; distreiñ a reas d'e barrez goude an Emglev etre ar Pab Pi VII ha Bonaparte e 1801; Guillaume Orio a nac'has touiñ memes mod, bac'het e voe e Porzh-Loeiz e 1792 a-raok bout kaset en harlu da Spagn. L.-F. Vandergracht, priol-person Koed-Bugad, a douas al le e penn-kentañ 1791 ha d'an 3 a viz Meurzh e voe dilennet person touer e Mozhon[7].
- Trubuilhoù: un emgann a voe etre Gwegoniz ha Republikaned Josilin e 1792, hanter-hent etre an div vourc'h[8].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 149 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,84 % eus he foblañs e 1911[9].
- Eil Brezel-bed:
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
- Iliz katolik Intron-Varia.
- Kastell Tregaranteg.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
→ bremañ | ||||
2014 | Eost 2015 | Jean-Marc Dubot[12],[13],[14] | ||
1983 | 2014 | Joseph Samson | Kloareg-noter, Kuzulier-departamant (abaoe 1998) | |
1959 | 1983 | Yves du Halgouët | RI | Kuzulier-departamant, Depute (1945-1973) |
1876 | ? | Pierre Marie Glais | ||
1874 | 1876 | François Olivier | ||
1862 | 1874 | Joseph Marie Le Floc | ||
1852 | 1862 | Pierre Marie Malaboeuf | ||
1844 | 1852 | Jacques Malaboeuf | ||
1835 | 1844 | Mathurin Julien Michel | ||
1833 | 1835 | Abel Le Floc | ||
1830 | 1833 | François Guillo | ||
1802 | 1830 | François Merlet | ||
1802 | 1802 | Julien Le Blays, pe Le Blaye | ||
1800 | 1802 | Thomassin | ||
1797 | 1800 | Pierre Gicquel | ||
1793 | 1797 | Pierre Geffray | ||
1793 | 1793 | Trévalinet | ||
1793 | 1793 | François Le Blanc | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Julien Le Blaye, pe Le Blaye, noter ha prokulor e Gwegon, merour e Bann Josilin e 1790, bet dilennet da Lez-Varn ar bann e 1792, brogarour mat ha gredus hervez Prieur de la Marne; dilezel a reas e garg a varnour evit mont da verour ar bann d'ar 14 nivôse an II (3 a viz Genver1794). Da c'houde e voe maer e Josilin ha klask a reas mont da varnour a beoc'h e 1807[15].
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Avaugour,
aotrounez Kelenn |
En arc'hant e gab en gul |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Jean-Yves LE MOING : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990
- Erwan VALLERIE : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez * Corpus * Traité de toponymie historique de la Bretagne. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Dilennadegoù bet nulaet e miz Eost 2015 ouest-france.fr
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Cassini - EHESS - Gwegon - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 115, 314 ha 363
- ↑ Sinet e voe an destenn gante, daoust d'ar barrez bout en eskopti Gwened; Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 11
- ↑ infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
- ↑ infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennn 65
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Eilpennet disoc'h ar votadegoù gant Lez-varn velestradurel Roazhon maville.com
- ↑ met savet ur reked dirak ar C'huzul-stad Ouest-France, d'ar 6 a viz Even 2014
- ↑ ha nulaet an dilennadegoù gant ar C'huzul-stad e miz Eost 2015 ouest-france.fr
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 83