Killi
Killi | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
Anv gallaouek | Qili | |
Anv gallek (ofisiel) | Quily | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56187 | |
Kod post | 56800 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Luc Trégarot 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Josilin Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 349 ann. (2013)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 70 m bihanañ 19 m — brasañ 133 m | |
Gorread | 5,39 km² | |
kemmañ ![]() |
Killi a oa ur gumun eus Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Killi e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Gwegon; e Bann Josilin edo. Diskaret e voe kanton Gwegon ha lakaet Killi e Kanton Josilin, bet miret ha brasaet gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Killi en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Breton e anv[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 18 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,17 % eus he foblañs e 1911[5].
- Eizh den eus ar gumun a voe lazhet e-pad ar brezel; c'hwec'h anezhe a oa eus ar Rezistañs, daou eus ar re-mañ a voe fuzuilhet e kreñv-lec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen gant an Alamaned d'an 23 a viz Mae 1944[6].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bodet e voe Killi gant Chapel-Karozh ha Roz-Sant-Andrev d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Traoñ-an-Oud[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Nigouden.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Killi - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 314
- ↑ Sinet e voe an destenn gantañ, daoust d'e drev bout en eskopti Gwened; Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 12 ha 19
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennn 85
- ↑ (fr) Arrêté du 24 décembre 2015 portant création de la commune nouvelle de Val-d'Oust.