Bann Josilin

Eus Wikipedia

Bann Josilin a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Setu amañ roll e eizh kanton:

Lez-varn ar bann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant er bann[2].

Dilamet ar bannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[3].

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Julien Le Blaye, pe Le Blaye, noter ha prokulor e Gwegon, merour e Bann Josilin e 1790, bet dilennet da Lez-Varn ar bann e 1792, brogarour mat ha gredus hervez Prieur de la Marne; dilezel a reas e garg a varnour evit mont da verour ar bann d'ar 14 nivôse an II (3 a viz Genver1794). Da c'houde e voe maer e Josilin ha klask a reas mont da varnour a beoc'h e 1807[4].

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 83