Spilhennig

Eus Wikipedia

Ar spilhennig a reer eus ur spilhenn-arouez da lakaat ouzh ur pezh dilhad da ziskouez d'an dud e ouzer komz brezhoneg.
E kreiz ar bloaz 2007 e voe skignet ha roet digoust e Breizh gant Ofis ar Brezhoneg diwar awen ha skouer Kembre, ma 'z eus bet fardet ivez un doare spilhenn eus ar seurt evit an dud hag a oar mont e kembraeg.
Kavout a rae da dud Ofis ar Brezhoneg e oa gortozet gant ur bern brezhonegerien pa oa ezhomm eus ur merk da ziskouez implij pemdeziek ar yezh, rak hiziv an deiz ez eus tremen 200 000 a dud a embann e komzont brezhoneg.
Hervez Visant Roue, anezhañ penn an Ajañs Diorren en Ofis ar Brezhoneg, ec'h eo tres ar wagenn a weler war ar spilhennig arouez diorroadur ar brezhoneg er gevredigezh koulz ha hini ul lagadig a c'hell skeiñ ouzh an danvez kendivizer brezhoneger.
Pemzek mil spilhennig a voe fardet er c'hentañ tro, ha kement a verzh o deus graet ma voe ret fardañ reoù all e 2008.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.