Sant-Yann-Brevele
Sant-Yann-Brevele | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Jean-Brévelay | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Sant-Yann-Brevele (betek 2015) Mourieg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56222 | |
Kod post | 56660 | |
Maer Amzer gefridi | Guénaël Robin 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Pondi | |
Lec'hienn web | www.mairie-saint-jean-brevelay.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 865 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 68 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 99 m bihanañ 42 m — brasañ 164 m | |
Gorread | 41,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Yann-Brevele a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 31 a viz Here 1675: diwar urzh Charles d'Albert d'Ailly (dug a Chaulnes) e voe rediet parrezianiz Sant-Yann da gas kement arm a oa gante da gastell Markiz Gemadeg e Kallag e Pluveleg[3].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Sant-Yann-Brevele e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Begnen; e Bann Josilin edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Begnen ha lakaet Sant-Yann-Brevele da bennlec'h Kanton Sant-Yann-Brevele, bet krouet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Sant-Yann-Brevele en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Kolpoù d'ar 4 a viz Even 1864 diwar lodennoù eus kumunioù Begnen, Gregam ha Sant-Yann-Brevele[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 110 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,23 % eus he foblañs e 1911[7].
- D'ar 14 a viz Even 1944 e voe tapet 11 725 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[8].
- Mervel a reas 20 den abalamour d'ar brezel[9],[10].
Trevadennoù
- Ur milour a varvas e Brezel Aljeria
[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz katolik.
- Monumantoù ar re varv: an hini kentañ e-tal an iliz katolik, gant 110 anv eus ar Brezel-bed kentañ ha pevar eus an Eil Brezel-bed, hag an eil hini er vered, gant 16 anv eus an Eil Brezel-bed (trizek ezel eus ar Rezistañs en o mesk), hag ar soudard marvet en Aljeria.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet ha marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre Gillet (24 a viz Mae 1897-11 a viz Mae 1966) maer ar gumun, kuzulier-departamant ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[12].
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1795 : Joseph de Boulainvilliers de Croÿ, penn-bras ar Chouaned, fuzuilhet d'ar 17 a viz Genver e Kerhervi.
- 1866 : Joseph-Marie Bourdy, troour brezhonek.
- 1929 : Frañsez-Mari Kadig, beleg katolik, dastumer kanaouennoù ha kontadennoù Bro-Gwened.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 158 ha 159
- ↑ Cassini - EHESS - Sant-Yann-Brevele - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 351
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 49, 76, 110 ha 351
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv e-tal an iliz
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 352
- ↑ memorialgenweb
- ↑ [http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?insee=56222&dpt=56&idsource=21919&table=bp04 memorialgenweb] Monumantoù ar re varv
- ↑ [http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?insee=56222&dpt=56&idsource=21919&table=bp04 memorialgenweb] Monumant ar re varv er vered
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993