Caesar (titl)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaezar)
Caesar
titl noblañs, karg
PrantadImpalaeriezh roman, Impalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Stumm benel an dikedennCaesarissa Kemmañ
Delwenn da Julius Caesar.

Caesar a oa un titl, pe un anv enorus, roet en impalaeriezh roman d'an impalaerien da ziskouez e oant kendalc'herien Julius Caesar.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus hini Julius Caesar, a vefe diskennad d'an doueez Gwener.

An titl a Gaesar en Impalaeriezh roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aureus d'an impalaer Galba, Palais Massimo alle Terme.

An anv-se a vez roet da Julius Caesar ha d'an unnek impalaer war e lerc'h eus 27 kent JK betek 98 (goude JK) : Augustus, Tiberius, Caligula, Claudius, Neron, Galba, Othon, Vitellius, Vespasianus, Titus ha Domitianus, petra bennak ma n'eo ket kar ar c'hwec'h diwezhañ da diegezh Caesar.

Buhez an Daouzek Kaezar (De vita XII Caesarum ) zo bet skrivet gant Suetonius. Adalek amzer Augustus e teu Caesar da vezañ unan eus ar praenomina an impalaerien (a deu a-raok an nomen tiegezhel - n'eo ket evel ur c'hentanv pe anv-badez), a-gevret gant an anv a imperator.

En 293 e voe krouet an detrarkiezh gant an impalaer Diocletianus : daou g-Caesar a oa evel eilimpalaerien gant pep a Augustus.

Ne badas ket an aozadur-se avat goude diskar an detrarkiezh adalek 306, pa voe anvet Constantinus Iañ da Gaesar gant soudarded e dad Constantius Chlorus.

Constantinus Iañ a implijas an titl en-dro evit reiñ ur statud impalaerel d'e vibien hag o staliañ e e kornioù zo eus an impalaeriezh da c'houarn en e anv. E vab Constantius II a anvas da Gaesar e gendirvi Constantius Gallus, ha Juluan. O statud a oa etre hini Kaesarien an Detrarkiezh ha hini ar briñsed hêred da g-Gonstantinus: eusan tiegezh impalaerel e oant, dezho un darn eus "aura" sakr ha hud an impalaerien, hag e gannaded e oant, galloud dezho, nemet dalc'het dindan evezh .

En istor goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus an anv Caesar ez eus deuet anvioù all e yezhoù all a veze graet ouzh pennoù kurunennet ar vro:

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Ostrogorsky, troet e galleg gant J. Gouillard, Histoire de l’État byzantin, Payot, 1977
  • Pierre Chuvin ː Chronique des derniers païens. Belles Lettres. Paris. 1991
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994