Kaozeal:Caesar (titl)
Endalc’h ar bajenn diverket Kezarien
[kemmañ ar vammenn]Gallout a ra bezañ lakaet er pennad evel m’eo bet kinniget e pajenn gaozeal Kezarien.
An titl '''Kezar'''('''''Caesar''''') a dalv kement hag eil impalaer roman. == Displegadenn ha breutadenn == Hervez Aurelius Victor, 13,12, "''... distaget eo bet titloù'' caesar ''hag'' augustus ''adalek [[Hadrian]], ha degaset daou mirer, pe ouzhpenn, en aferioù ar Stad, gant galloudoù ha titloù dibar''". Pierre Dufraigne, displeger Aurelius Victor, n. 27, p. 106 ː "''Ur fazi eo. Ar rannadur se etre ar c'halloudoù n'eo deut nemet e-kerzh ar renadur war lec'h. An traoù a zo laket war o rez gant "''Istor Aogust". Aelius Spartianus, aozer buhez-skrid [[Aelius Verus]] e-barzh ''Scriptores Historiae Augustae'', a lavar pa'z e oa bet anvet ad-vab gant Hadrian, e gemeras Aelius Verus lezanv (cognomen) ''Caesar.'' An displeger D.Magie, a lavar dre-berzh “''... evel ma n'eo bet biskoaz impalaer, n'en n'eus biskoaz graet gant titloù an impalaeriezh ebet. Adalek an amzer se, kustumm eo oa evit mab an impalaer o ren dougen titl Caesar''"<ref>Aelius Verus, krinderzhiennek, a zo aet da Anaon, pa'z eo oa kousket, er fin 137 pe ar Iñ Genver 138.</ref>. Pierre Chuvin, p 31 : "''ur maberezh sañset eo al liamm etre Caesar hag Augustus, hervez ur stumm da advabañ etre tud deuet hag a seblant bezhañ ikis tre hirie, mes hag e oa kustumm evit ar Romaned''". == Roll ar gezarien == === Kezarien hep galloud politikel === === Kezarien gant galloud politikel === * Caius Flavius Julius Constantius, anvet kezar gant Maximianus ar Iñ Meurzh 293, kent bezhañ impalaer gant anv '''Constantius Chlorus''', ar Iñ Mae 305. * Caius Galerius Valerius '''Maximianus''', anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezañ impalaer e 309. * Flavius Valerius '''Severus''', anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezhañ impalaer ar 25 Gouere 306, deiz marv Constantius Chlorus. * Caius Galerius Valerius '''Maximinus''', anvet kezar gant Galerius ar Iñ Mae 305, kent bezhañ anvet impalaer Maximinus Daia, e-kerzh bloaz 309 * Flavius Valerius '''Constantinus''', anvet kezar gant Galerius ar 25 Gouere 306. * '''Cripus''', anvet kezar, oadet a 15 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar Iñ Meurzh 317, e Sirmium. * '''Constantinus II''' ''ar Yaouank'', anvet kezar, oadet nemet 1 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar Iñ Meurzh 317, e Sirmium. * Flavius Julius '''Constantius''', anvet kezar, oadet a 7 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, an 8 Du 324. * '''Delmatius''', anvet kezar an 18 Gwengolo 335 gant e c'henderv Constantinus ''ar Yaouank.'' * Flavius Julius '''Constans''', anvet kezar, oadet a 13 bloaz, gant e zad Constantinus Iñ, ar 25 Kerzu 333, kent bezhañ impalaer an 9 Gwengolo 337. * Flavius Claudius '''Julianus''', anvet kezar gant Constantius II e 355n kent bezhañ impalaer er miz C'hwevrer 360. * Flavius '''Theodosius''' (II), anvet kezar, oadet nemet 9 miz, gant e zad Arcadius, an 10 Genver 402. * Placidius '''Valentinianus''' (III), anvet kezar an 23 Here 424 gant Theodosius II. * Julius Valerius '''Maiorianus''', anvet kezar gant an impalaer ar Reter Leon Iñ, ar Iñ Genver 457. * '''Leon II''', anvet kezar, oadet a 6 bloaz, gant e zad-koz Leon Iñ, e miz Here 473. * Flavius '''Julius Nepos''', savet kezar gant an impalaerez Ariadne (merc'h Leon Iñ) ha Zenon, an 9 C'hwevrer 474, kent bezhañ impalaer ar c'hornog an 24 Mezheven 474. Julius Nepos a zo bet ar c'hezar diwezhañ an impalaeriezh roman ar c'hornog, aet da get ar 4 Gwengolo 476. === Kezarien goude 476 === == Levrlennadur == * Pierre Chuvin ː ''Chronique des derniers païens''. Belles Lettres. Paris. 1991 *Pierre Dufraigne ː kinniger ha displeger Aurelius Victor * Aurelius Victor ː ''Livre des Césars''. Belles Lettres. Paris. 1975 * François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C.'' Embannadurioù Errance. 1994 Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 18:02 (UTC)