Loch


Ul loch, pe lochenn, pe log pe logell, zo ur seurt ti dister, e koad alies gwechall, ma vez lakaet tud, pe loened, pe traoù d'o gwaskediñ diouzh ar glav hag an avel.
Gerioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet e vez ivez gant gerioù evel log, logell, gant kabanenn (ur ger a orin provañsek), ha kombod: e-barzh ar marvailh Kristof, gant Troude ha Milin, e weler ar roue Grallon o lakaat ober ur c'hombod koad da lakaat e verc'h Ahez, he fried Kristof, hag o mabig.
Perzhioù al loch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dre ma'z eus to war al loch e vez an dud pe al loened en disglav.
- Ma vez mogerioù, e koad peurvuiañ, pe e mein, e vez dizavel.
- Ma ne vez ket savet gant mein e vez bresk a-walc'h.
- Ne vez nemet ur pezh.
- Ne gousk ket ker da sevel, ha ne dalv ket kalz a dra.
- Ne vez ket savet gant aotreoù da sevel tier peurvuiañ, a-wechoù ne vez ket savet gant an hini zo perc'henn an douar zoken.
Perzhioù fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arouez ar baourentez eo al loch. E Breizh eo koadourien ha glaouerien a veze o chom e lochennoù, ha brud fall o doa alies.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lochennoù saverien-istr e Château d'Oléron.
Lochenn e Grosrouvre en Yvelines (Bro-C'hall).
Lochenn arnevez, savet er mod kozh, entre Méjannes-lès-Alès ha Deaux (Gard, Bro-C'hall). Teurel evezh emañ ar prenestr a-us d'an nor.