Beauce
Neuz
Ar Beauce a zo ur vroig eus kreiz Bro-C'hall, strujus-kenañ, ma vez gounezet kalz a edeier. Er mervent da Bariz emañ, ha war-dro 660 000 hektar a zo dindani. Al lodenn vrasañ a zo en departamantoù an Eure-et-Loir hag al Loir-et-Cher. Ur blaenenn digoad eo, gouestlet d'ar gounezerezh. A-bell e c'haller gwelet stumm iliz-veur Chartrez.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Meven Mordiern e vije deuet an anv diouzh hini ar 'hoad meur a oa eno, Koad Belisa. Treiñ a ra Belisa gant Belez hag ar Beauce gant Bro-Velez[1].