Yeun Elez
Neuz
Ar Yeun Elez a zo un izelenn c'heuniek e-harz Menez Are e Kerne Uhel. Ur virlenn a zo bremañ e-kreiz, el lec'h anvet ar "Youdig", hag ur greizenn nukleel gozh, hini Brenniliz.
Al lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ ar geunioù e Park naturel an Arvorig, war dachenn ar c'humunioù: Boneur, Brasparzh, Brenniliz, ar Fouilhez ha Lokeored. Dont a ra an anv diwar an Elez, ur stêrig emañ hec'h eienenn nepell alese hag a dremen dre eno.