Mont d’an endalc’had

Sibilla

Eus Wikipedia
Sibilla Cumes, livet gant ar Firenzad, gant Andrea del Castagno, war-dro 1450
Sibilla, gant Francesco Ubertini, war-dro 1525
Roc'h Sibilla Delfi

Ur Sibilla (Sĭbylla pe Sibulla e latin, diwar ar ger gregach Σίβυλλα), a oa ur velegez hag un diouganerez en Henamzer. Meur a hini zo bet brudet.

E mojennoù Hellaz kozh e oa ur velegez da Apollon hag a rae diouganoù en un doare amsklaer hag amster, ma c'halled kompren meur a dra, ha gant-se ne veze ket abeg da glemm goude.

Gwelet e veze ar sibilla evel un den tost d'an doueed, mouezh o furnezh, gouest da embann kemennoù an doueed d'an dud. Diwar-benn orin an anv hag ar vojenn n'eus netra asur.

An daouzek sibilla

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sibilla Samos, hervez Montfoort.
Sibylla Samia, evel emmbannet gant Guillaume Rouillein en 1553.

Daouzek sibilla a veze kontet er Iañ kantved kent JK.

e komze « gant ur genoù alfoet, hep mousc'hoarzh, hep bravigoù, hep ficherezh, hag he mouezh o tont dreist mil bloaz a-drugarez d'an doue»[1]. Hec'h orakloù a veze skrivet war delioù a oa e-doare divinadelloù pe luziadelloù.

Hervez Metamorfozoù (XIV) Ovidius e vage Apollon karantez ouzh sibilla Cumes ha kinnig a reas reiñ dezhi he goulenn ma roe dezhañ e c'hoant. Ha hi d'ober van da vezañ a-du ha da c'houlenn bloavezhioù buhez kement hag a draezhennoù en he dorn, en ur zisoñjal goulenn ar yaouankiz hollbad war un dro.

En Aeneis e skriv Vergilius e tiskennas Aeneas d'an Ifernioù gant sibilla Cumes. Hi he devoa diskouezet dezhañ pelec'h kutuilh ar barr aour er c'hoadoù war aod al lac d'Averne, ar barr a roas tu dezhañ da vont en Hades.

  1. Arroudenn adkemeret gant Ploutarc'hos en e De Pythiae Oraculis


Sibillaed en arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sibillaed Michelangelo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Michelangelo en deus livet ar belegezed-se ouzh lein ar Chapel Sistina.

Sibillaed Raffaello

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sibillaed Raffaello

Sibille e angeli zo ul livadur gant Raffaello e Roma.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jürgen Beyer, 'Sibyllen', Enzyklopädie des Märchens. Handwörterbuch zur historischen und vergleichenden Erzählforschung, levrenn 12, Berlin & New York : Walter de Gruyter 2007, col. 625-630
  • Françoise Lecocq,"La Sibylle Europa, ou la Renaissance d’un symbolisme chrétien médiéval", Actes du colloque internat. D’Europe à l’Europe, III. La dimension politique et religieuse du mythe d’Europe de l‘Antiquité à nos jours (Paris, ENS-Ulm, 29-30.11.2001), éd. O. Wattel - De Croizant, coll. Caesarodunum, n° hors-série, 2002, p. 155-187.
  • Monique Bouquet ha Françoise Morzadec, La Sibylle. Parole et représentation, Roazhon : Presses Universitaires de Rennes (PUR), 2004, 301 p., 19 figs. (Collection « Interférences »).
  • Jackie Pigeaud, Les Sibylles. Actes des VIIIs Entretiens de La Garenne Lemot, 18 au 20 octobre 2001, Naoned 2005, 231 p., 5 pls. en couleur.
  • Jean-Michel ROESSLI, "Vies et métamorphoses de la Sibylle", Revue de l'histoire des religions, 2/2007 : Divination et révélation dans les mondes grec et romain, p. 253-271. En linenn: [1].