Erythrai

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Eritre)
Mont da : merdeiñ, klask
Erythrai
Moger vizantat eus an IIIe kantved goude JK, dizoloet en Erythrai.

Erythrai (Ἐρυθραί, Erythrai e gregach, Erythrae e latin), a oa unan eus 12 kêr Ionia, en Anatolia, bodet er C'hevre ionian, war aod Mor Egea, dirak Enez C'hios. Chom a ra an dismantroù anezhi, e-kichen ar gêriadenn a oa Lidri e gresianeg a vremañ, hag a zo Ildiri e Turki hiziv.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus hini Erythros, mab da Radamanthys, roue Kreta, a ziazezas an drevadenn; Kretiz eta e vije bet an annezidi gentañ. En amzer Kleopos, mab da gKodros, e voe kaset tud a bep kêr eus ar c'hevredad da annezañ Erythrai.

Sibylla ha tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa Erythrai dre ziv velegez: an eil a oa anvet Sibylla gant Strabon, eben a oa anvet Athenais en amzer Alesant Veur.

Herakleides Erythrai a oa ur mezeg eus skol Herofil en amzer Strabon.

Dismantroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En aber ar stêr Aleos e oa Erythrai. Chom a ra dismantroù eus ar porzh, eus ar mogerioù kêr, un nebeud straedoù, bezioù, temploù, hag ar c'hoariva.