Tivoli
Neuz
(Adkaset eus Tibur)
Tivoli
Anv ofisiel | Tivoli |
---|---|
Anv er yezh a orin | Tivoli |
Anv annezidi | tiburtini |
Stad | Italia |
E tiriad | Meurgêr Roma Capitale |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Aniene |
Daveennoù douaroniel | 41°58′0″N 12°48′0″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 41°56′51″N 12°50′56″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 42°0′23″N 12°48′44″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 41°55′1″N 12°48′20″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 41°56′9″N 12°41′24″E |
Gevellet gant | Focșani |
Erlec'hiañ a ra | Tibur |
Kod-post | 00010, 00011, 00019 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.comune.tivoli.rm.it/ |
Sant paeron | Laorañs Roma |
Seismic classification | 2B |
Kod pellgomz an takad | 0774 |
Kod plakenn varilh | ROMA |
Category for the view from the item | Category:Views from Tivoli (Italy) |
Category for the view of the item | Category:Views of Tivoli (Italy) |
Tivoli zo ur gumun hag ur gêr en Italia, e meurgêr Roma Capitale, e rannvro Lazio. Tibur e oa an anv latin kozh.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo ar Villa Adriana, palez an impalaer Hadrian (76-138), savet etre 118 ha 134.
E 1550 e voe savet ar villa d'Este, unan eus kaerañ liorzhoù an Azginivelezh italian.
En XIXvet kantved e voe lakaet aozañ ul liorzh all gant ar pab Gregor XVI, enni dismantroù, mougevioù, lammoù-dour, anvet Villa Gregoriana.
Gant maezioù Tivoli eo bet awenet al livourien glasel evel Nicolas Poussin, Claude Lorrain, ha diwezhatoc'h re ar romantelezh evel Corot ha Turner.
Lec'hioù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv Tivoli eo bet anvet liorzhoù Tivoli Pariz en Bro-C'hall ha liorzhoù Tivoli (1843), e Kopenhagen e Danmark.