Mont d’an endalc’had

Rita Morgan Williams

Eus Wikipedia
Rita Morgan Williams
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKembre Kemmañ
Anv-bihanRita Kemmañ
Anv-familhWilliams Kemmañ
Deiziad ganedigezh1933 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCwmgors Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gwe 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvLlanelli Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, kembraeg, brezhoneg Kemmañ
Micheryezhoniour, kelenner skol-veur, enklasker Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Aberystwyth Kemmañ
Ezel eusGoursez Kembre Kemmañ
Prizioù resevetUrzh an Erminig Kemmañ

Rita Williams (Rita Morgan hec'h anv plac'h yaouank), zo ur Gembreadez hag a zo bet kelennerez Skol-veur war ar brezhoneg hag ar c'herneveureg betek mont war he leve.[1]

Dont a reas da Vreizh a-drugarez d'ur yalc'had studi pa oa yaouank. Tommañ a reas ouzh ar brezhoneg goude bezañ heuliet ur staj gant Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien.

E 1985 e kinnigas he zezenn doktorelezh war grafoù eus yezhadur ar c'hrennvrezhoneg.

Kelenn a reas e Skol-veur Dewi Sant, e Llanbedr Pont Steffan, etre 1966 ha 1971 ha goude e Skol-veur Aberystwyth.

Skrivet he deus studiadennoù ha levrioù, en o zouez geriadurioù (brezhoneg-kembraeg ha kembraeg-brezhoneg). Troidigezhioù diwar ar brezhoneg he deus graet ivez.

Dont a ra da Vreizh div wech ar bloaz pe ouzhpenn abaoe 37 vloaz.

Resevet he deus Kolier an Erminig e 1996 e Pont-'n-Abad.

Geriadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Geiriadur Bach Llydaweg-Cymraeg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, 1990. (https://bzh.cymru/br)
  • Geiriadur Cymraeg-Llydaweg – Geriadur Kembraeg-brezhoneg, Canolfan Astuaethau Cymreig a Cheltaidd, Aberystwyth, h.b.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brezhoneg Buan hag Aes, doare kembraek, Skol-Veur Kembre, Kerdiz.
  • Morforwyn (Mari Vorgan gant Roparz Hemon)
  • Kaurentina, Brenhines ei Galon (Rouanez e Galon), Menyw Dda (Ur Vaouez Vat), gant Roparz Hemon, Storïau Tramor 2, ren. Bobi Jones, Gwasg Gomer, 1975
  1. https://bywgraffiadur.cymru/article/c15-WILL-MAR-1933