Jean-Guy Le Floch
Neuz
(Adkaset eus Jean-Guy Le Floc'h)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Jean-Guy Le Floch, bet ganet d'an 9 a viz Du 1953 e Karaez, a zo ur penn-embregerezh breizhat.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jean-Guy Le Floch a zo mab da skolaerien bublik. Pa oa en École Centrale e Pariz ec'h emezelas e klub ar studierien vreizhat. Stag eo ouzh ar vro hag ar yezh. Ur Master of Sciences eus Skol-veur Stanford e Kalifornia en deus.
Labouret en doa gant Vincent Bolloré a-raok dont da vezañ e penn Armor Lux, bet "Bonneterie d'Armor", diazezet e Kemper, a zo deuet da vezañ ur merk dilhad anavezet abaoe 1994 m'emañ o ren an traoù.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breizhat ar bloaz Armor Magazine e 1998.
- Marc'heg al Lejion a enor e 2009.
- Resevet en deus Kolier an Erminig d'ar 26 a viz Gwengolo 2009.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wikipedia gallek