Armor Lux
Armor Lux a zo un embregerezh dilhad bet savet evel La Bonneterie d’Armor e 1938 e Kemper gant Walter Hubacher.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er penn-kentañ e oa arbennikaet la Bonneterie d’Armor war ar fardañ dilhad-dindan ha dilhad-korf merc'hed hepken. O vezañ ma ne oa ket bras-bras ar marc'had-se en em lakaas an embregerezh da fardañ dilhad a galite evit ar vartoloded hag ar besketaerien, stammennoù dreist-holl, e kotoñs pe e gloan. An dilhad-se a veze awenet gant ar mor, ur skeudenn stag-mat ouzh ar merk hiziv c'hoazh, dre o livioù hag o roudennoù. Kement-mañ a zispleg ivez an anv nevez roet dezhi neuze : Armor Lux.
Tamm-ha-tamm en em vodernaas an atalier e Kemper, nepell diouzh ar redva-kezeg, gant mekanikoù da stammañ (1940) ha da livañ (1965). He c'hentañ dilhad prest da wiskañ a lañsas Armor Lux e 1970 : diwar neuze e komañsas an embregerezh da greskiñ evit mat, en ur ginnig produioù evit an holl, hep paouez gant an dilhad martoloded james. E deroù ar bloavezhioù 1980 e veze tost da 600 a dud o labourat eviti. Ur stal war hec'h anv a zigoras e Kemper e 1982.
Gant bedeladur an dilhaderezh e cheñchas buan an traoù avat : aet ar stal da stalig e fin ar bloavezhioù 1980, abalamour da gevezerezh broioù ma oa gwelloc'h-marc'had al labour enno. Ouzhpenn 100 den a voe dic'hopret rak se.
E 1993 e voe prenet Armor Lux gant Jean-Guy ar Floc'h ha Michel Gwegen en eskemm da bemp milion a euroioù. E stroll embregerezhioù Bolloré o doa labouret o-daou, evel sternerien. Int a felle dezho adlañsañ an traoù en ur ober dilhad liesseurtoc’h ha produet e Breizh bepred. Ur bern cheñchamantoù a voe degaset gant ar pennoù nevez. Modernaet e voe an uzin hag adaozet ar mod labour. Kresket e voe budjed ha skipailh ar burev diorren. Merkoù nevez a voe krouet evit an holl, kozh ha yaouank : Terre et Mer e 1994, Armor-Kids e 1997, Armor-Baby e 1999. Prenet e voe embregerezhioù hag uzinoù dilhaderezh all : Guy de Bérac e 1993, Britain Stock e 1995, Bermudes e 2002, Compagnie angevine de la maille ha Diftex e 2004. E-korf dek vloaz e voe lieskementet an niver a broduioù fardet bep bloaz (1500 e 2004, e-lec'h 350 e 1993) ha gounid an embregerezh (e 2004 e savas sifr hec'h aferioù da 50 milion a euroioù, e-lec’h 19 milion e 1993).
Gant ar berzh e c'hallas Armor Lux postañ arc'hant ha sevel un uzin nevez e Kerdronioù e Kemper, goude ma oa bet beuzet an hini gozh gant stêr Oded e 2000. 7 milion a euroioù e oa koustet al labouradeg nevez, enni servijoù da droc’hañ, da genstrollañ, da stokañ ha da gas dilhad.
Adalek ar bloavezhioù 2000 e lakaas poan da broduiñ muioc'h-mui diwar danvezioù naturel, en ur dapout labelioù ha reoladoù a-fet ar c'henwerzh reizh (2004), al labour biologel (ECOCERT, e 2009) hag an diorren padus (ISO 26000, e 2011). War ar memes tro en em lakaas tamm-ha-tamm war ar renk evit pourveziñ dilhad da implijidi stalioù hag embregerezhioù bras. Kalz eo kresket sifr stal Armor Lux dre c'hounit marc'hadoù seurt se : ar Post e 2004, an SNCF e 2007, Aerborzhioù Pariz e 2008, ministrerezh an Diabarzh, evit ar bolised, e 2008, pe c’hoazh JC Decaux, Carrefour ha Monoprix. E 2012 e save dija ar produiñ dilhad evit tud a vicher da 40% eus sifr hec'h aferioù.
E 2010 ez eas al label Embregerezh eus ar Glad Bev gant Armor Lux. Er bloazioù-se e lakaas kalz war wel he chemed, ha gouiziegezhioù he micherourien, evit en em ober ouzh c'hoantoù nevez ar brenerien. He mad a reas Armor Lux eus giz ar "produet er vro", made in France pe produet e Breizh e vefe, evit kreskiñ he brud hag he gwerzh. An niver a stalioù a yeas war vrasaat ivez bep bloaz, en estrenvro zoken : e 2012 e oa bet digoret an hini gentañ diavaez-Frañs, e kêr New York.
E 2021 e tremenas sifr aferioù Armor Lux dreist 100 milion a euroioù evit ar wech kentañ. Ur savenn kas-degas a lakaas an embregerezh sevel e 2022, enni 18 000 m², hag a sav da 18 milion a euroioù.
Teir uzin he deus Armor Lux e Frañs hiziv, en o mesk hini Kemper. 40% eus he froduerezh he deus dilec'hiet d'an estrenvro, e Portugal, Maroko, Tunizia ha Turkia.