Armor Magazine
- Evit implijoù all, gwelet Armor Magazine (disheñvelout).
Armor Magazine a oa ur gelaouenn viziek embannet e Breizh etre 1969 ha 2011. Krouet e oa bet gant Yann Poilvet. Ar 500vet niverenn, an hini ziwezhañ, a voe embannet e miz Gwengolo 2011.
Istor ar gelaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet e 1969 gant Yann Poilvet. Ur gelaouenn hollek e oa, kaoz a veze eus keleier pemp departamant Breizh: politikerezh, ekonomiezh, sevenadur, sportoù... Evit kaout ur sell neptu e vez roet ar gaoze d'ar bobl a ra an arvorig a-vremañ, gant ar c'hoant lakaat en a-raok un identelezh vreizhat kreñv.
Bep miz ouzhpenn ar c'hronikennoù reoliek, e veze kaoz eus ur gêr pe ur vro hag un doser war un tem liammet ouzh an armerzh. Roet 'veze ar gaoz d'ar vrezhonegerien er-maez eus Breizh: ur rann Horizons Bretons a oa evit liammañ Bretoned ar bed a-bezh.
Adalek 1977 e veze roet gant ar gelaouenn Priz Breton ar bloavezh. E 2010 eo bet roet ar priz-se da Philippe Abjean eus "Traoñienn ar Sent" e Karnoed.
Paouezet e oa ar gelaouenn gant he 500vet niverenn, e miz Gwengolo 2011.
Kengor embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anne-Edith Poilvet, Yann Poilvet, Morvan Duhamel, Ronan Le Flécher, Hervé Le Borgne, Pierrick Hamon, Jacques Lescoat, Yannick Pelletier, Eric Pianezza Le Page, Jean-Marc Sochard
Skipailh skridaozañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yann Guenegou, Jean Cevaer, Paul Chérel, Christine Delattre, Pierre Fenard, Gwenola Besrechel, Louis Gildas, Fabrice Grossi, Garmenig Ihuellou, Thierry Jigourel, Christiane Kerboul, Sylvie Le Moël, Octave Lostie, Per Le Moine, Laurent Renault, David Raynal,Tugdual Ruellan. Fañch Broudig adalek 2010.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |