Alan an Noac'h

Eus Wikipedia

Alan an Noac'h en deus labouret a-hed e vuhez evit dastum ar glad sevenadurel dre gomz e Bro Loudieg. Ganet eo bet e 1932 e Plogoneg.

Implijad e oa en ti-post pa voe anvet e Loudieg pa oa 29 vloaz. Chomet eo eno abaoe. Ouzhpenn bezañ dastumet e-leizh a ganaouennoù e galloueg, e labour war istor an embroidi iwerzhonat e Breizh er XVIIvet kantved.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2017 e Sant-Ke-Porzh-Olued.