André Pochon
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | André Pochon |
Anv-bihan | André |
Anv-familh | Pochon |
Deiziad ganedigezh | 1 Gwe 1931 |
Lec'h ganedigezh | Sant-Vaeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | labourer-douar, environmentalist |
Prizioù resevet | Urzh an Erminig, Marc'heg al Lejion a Enor |
André Pochon, ganet e Sant-Vaeg (Kerne-Uhel), e miz Gwengolo 1931, a zo ul labourer-douar stourmer.
Red buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 16 vloaz e krogas da labourat war atant e dud hag a tizoloas ar JAC (Jeunesse Agricole Chrétienne).
E 1954 en em stalias en un ti-feurm a 18 devezh-arat e Sant-Vaeg. Kemer a reas perzh e krouidigezh CETA (Centre d'Études Techniques Agricoles) Korle. Sevel a reas un doare da sevel loened a-drugarez da bradeier melchon gwenn ha "ray-grass". Dre hanterouriezh ar CETA e kemeras perzh en imbourc'hioù an INRA (Institut National de la Recherche Agronomique) evit mont war-du ur stumm labour-douar doujusoc'h e-keñver an endro. Saver loened-imbourc'her e oa...
Gant un toullad mignoned e krouas ar CEDAPA (Centre d'Études pour le Développement d'une Agriculture plus Autonome) e 1982.
Gwelet e vez adal neuze evel un enebour d'an doare da sevel chatal bouetaet gant maiz. Difenn a ra ur sell all war al labour-douar. Klask a ra stourm ouzh mennozhioù degemeret gant ar brasañ niver. Fellout a ra dezhañ diorren ul labour-douar padus, doujus en-keñver an endro, diazezet war un doare da vagañ chatal gant plant ar vro, oc'h ober gant stuzioù studiet mat, o sevel al loened war plouz o produiñ teil aes da implijout ha n'eo ket hañvouez... Un doare a ro tro d'al labourer-douar da c'hounit mat e vara ha da vezañ emren. Evit se e veaj kalz (prezegennoù, abadennoù skinwel...) hag e skriv pennadoù a bep seurt ha levrioù advoullet pe adembannet meur a wech.
En em staliañ a reas e Sant-Bic'hi e 1965 ha mont a reas war e leve e 1991.
Bet en deus medalenn aour Akademiezh al labour-douar.
Ofisour urzh al Lejion a enor eo.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 2011.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La prairie temporaire à base de trèfle blanc (1981, adembannet gant CADAPA-ITED e 1996)
- Du champ à la source, retrouver l'eau pure (1988) Coop Breizh
- Les champs du possible, plaidoyer pour une agriculture durable (1999) Syros Alternatives économiques
- Les sillons de la colère (2001) Syros Alternatives économiques
- Agronomes et paysans : un dialogue fructueux (2008) Éditions Quae
- Le scandale de l'agriculture folle (2009) Éditions du Rocher