Argantred-ar-Genkiz
Argantred-ar-Genkiz | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Arjantrae | |
Anv gallek (ofisiel) | Argentré-du-Plessis | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Felger-Gwitreg | |
Kanton | Gwerc'h-Breizh | |
Kod kumun | 35006 | |
Kod post | 35370 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Noël Bévière 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwitreg Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gwitreg | |
Lec'hienn web | www.argentre-du-plessis.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 533 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 109 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 89 m bihanañ 67 m — brasañ 163 m | |
Gorread | 41,46 km² | |
kemmañ ![]() |
Argantred-ar-Genkiz a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen, e Gwitreg Kumuniezh. Pennlec'h Kanton Argantred-ar-Genkiz e oa betek 2015.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kumunioù amezek : Domalan; Stredell; Gwitreg; Ervored; Mondeverzh; Ar Perzh; Brielloù; Gen; Sant-Jermen-ar-Bineg
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dauzat & Rostaing (1978) : "de Argentorato (rate = kreñvlec'h), cf Argentoratum, anv gallian ha roman Strasbourg".
- Jean-Yves Le Moing (1990) : "Argentreio, 1100 (abad Bossard & Dom Maurice)"
- Erwan Vallerie (1995) ː Argentrium, XVt
Talvoudegezh : sur-awalc'h diwar an argant ... mes evit petra ?
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e groaz pavek en glazur.
Ardamezioù tiegezh Argantred, 1213
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 112 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,17% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas dek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.
- D'an 13 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-47D (marilhet 44-23174 ha kodet LC-?) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) en "Au Cassoir" e Breal-Moñforzh; lazhet e voe e sturier[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: tri milour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell ar Genkiz, XVvet kantved-XIXvet kantved; savet da varkizelezh e 1819.
- Iliz katolik Intron-Varia, (1775-1779).
- Chapel Sant Pêr, XIvet kantved-XIIvet kantved-XVvet kantved.
- Chapel Sant Loeiz, XIXvet kantved.
- Maner la Fauconnerie, XVIIIvet kantved-XIXvet kantved.
- Moudenn, maner, XVvet kantved-XVIvet kantved, ha chapel XVvet kantved ar Bineg.
- Maner Lomelay, XVvet kantved-XVIvet kantved-XVIIvet kantved.
- Presbital, 1875.
- Monumant ar Re Varv.
Emdroadur ar boblañs 1962-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 3 a viz Gwengolo 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 21 a viz Meurzh 2015 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E distro-skol 2022 e oa 25 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ahaus-Wüllen en Alamagn abaoe 1972 h a 1976 en ur mod ofisiel,
- Reviga e Roumania e 2015,
- Newbridge en Iwerzhon abaoe 2017.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tiegezh du Plessis d'Argentré ː André, en eus sinet an "Assise du comte Geoffroi", er bloaz 1213. Pierre, e 1226, senesal Roazhon ha barner hollek Breizh. Pierre (un all), a zo bet unan eus an dud huellañ eus e c'hantved. Savet eo bet gant Fañch Iñ, roue Bro-C'hall, hag e ouie diwar e varregezh, da senesal meur Roazhon, e-lec'h e varvas an 19 C'hwevrer 1548. E vab, Bertrand, kuzulier ar Roue, prezidant ar Rekedoù ouzh Breujoù Breizh, a zo bet ar brud uhellañ evit e c'hantved hag e familh. ... En eus skrivet "commentaires sur la Coutume de Bretagne" hag un istor ar Vro.... Aet eo da Anaon an 13 c'hwevrer 1590, e oa 71 bloaz. Charles du Plessis-d'Argentré, abad Sainte-Croix Gwengamp, er bloaz 1699, a zo bet laket e penn eskopti Tulle er bloaz 1725; aet eo da Anaon er bloaz 1740[4]
- Tiegezh Marcille.
- Tiegezh Pinel.
- Tiegezh Monbourcher.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Ancenis Aotrounez La Rouvraye ha Lignières En gul e deir fempdeliaouenn en erminoù |
![]() |
d'Argentré Aotrounez al lec'h En argant e groaz pavek en glazur |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dauzat & Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Levdi Guénégaud. 1978.
- Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990.
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Tennet diwar Ogée. Argentré. 1780