Mont d’an endalc’had

Glenmor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Milig ar Skañv)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur c'haner breizhat ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Glenmor
Glenmor

Alias Milig ar Skañv
Anv Émile Le Scanf
Ganet d'ar 25 a viz Even 1931
e Mêl-Karaez, Breizh
Marvet d'an 18 a viz Even 1996
e Kemperle, Breizh
Doare(où) Kan hengounel, Folk
Label(ioù) Barclay, Le Chant du Monde, Coop Breizh

Glenmor (Milig ar Skañv pe Émile Le Scanff er marilhoù-kêr), ganet d'ar 25 a viz Even 1931 e Mêl-Karaez hag aet d'an Ananon d'an 18 a viz Mezheven 1996 e Kemperle, a oa ur barzh brezhoneger, ur c'haner, ur skrivagner, ur sonaozour hag un embanner. Gant birvilh ec'h eztaolas frank e vennozhioù politikel a denne da zizalc'hidigezh Breizh. Ur seurt mouezh Breizh o tiwanañ e teuas da vezañ er bloavezhioù '70 ha '80.

Kouerien vunut e oa e dud ha desavet e voe ganto e brezhoneg. Evel kalz a baotred donezonet e voe kaset da gloerdi bihan Kintin. Ma kenlabouras gant an Tadoù Gwenn goude bezañ graet e goñje e troas kein d'an Iliz katolik hag e teuas da vezañ enepkloer. E 1952 e tapas un aotreegezh war ar brederouriezh e Roazhon. E 1953 ha 1954 ez eas da veajiñ en ur vevañ moan[1] en Europa ar Gevred (Italia, Bro-C'hres, Yougoslavia, Turkia) hag e Odesa (Ukraina), dindan veli an URSS, e-lec'h ma voe toullbac'het[2].

E 1955 e labouras gant embregerezh mañsonerezh ar Goarnig kozh, e Pariz, met dleout a reas diskregiñ pa voe tizhet gant an dorzhelllegezh. Goude ar pare e klaskas bevañ diwar ar c'han hag e kinnigas e gentañ sonadeg e Pariz e 1957, ambrouget gant Denise Mégevand. Bloaz goude e c'hellas kanañ e sal vras [[Palez ar Mutualité]ar Mutualité]] pa greske e vrud e-touez Brezhoned Pariz. Goude un droiad e Breizh ha sonadegoù e tavarn Ti Jos, kostez Montparnasse ez eas da chom da Velgia e 1961 pa seblante aesoc'h dezhañ kanañ eno. Kejañ a reas gant daou Velgiad a voe seurtoù nadozioù-mor evitañ, ar c'haner Jacques Brel (Adieu, l'Émile, je t'aimais bien, tu sais…) ha e zanvez-gwreg deuet da vezañ lesanvet Katell pa voent dimezet e 1963.

Deuet da Vro-C'hall en-dro e reas muioc'h-muiañ a verzh hag e voe anavezet gant ur vouezh arzourel ha politikel. Dindan ar merk Kornog e lakaas embann e bladenn 33 zro kentañ, goude 2 bladenn vihan.

Testenn 14 kanaouenn vrezhonek a voe bodet e-barzh Al Lanv, niv. 80, Kerzu, 1996.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Daveiñ a ra ar ganaouenn, "Sur les chemins de la Bohême" d'ar mod-bevañ-se.
  2. Meneget gant Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et biographique