Claudine Mazéas
Claudine Mazéas (Gwengamp, 26 a viz Gwengolo 1926 – Pabu, Genver 2018) a oa ur Vretonez hag he deus labouret kalz en-dro d'ar glad sevenadurel brezhonek dre gomz.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da C'houlven Mazéas ha da Denise Weil. Yuzevez eus Pariz anzehi.
Daremprediñ a reas Yaouankizoù Strollad Broadel Breizh ha Framm Keltiek Breizh renet gant Roparz Hemon pa oa liseadez e Roazhon.
E-kerzh a n Eil Brezel-bed e oa bet kinniget badeziañ ar familh gant Maodez Glanndour evit klask talañ ouzh un deportadur. E miz Kerzu 1943 e voe diskuliet ar familh. Kaset e voe ar vamm hag an daou vugel da gamp Drancy.
Dispac'hañ a reas Goulven Mazéas evit o dieubiñ. Dont a reas a-benn, met Claudine a oa tapet mat gant an danijenn skevent.
Goude ar brezel e kinnigas Reun Kreston, ur mignon d'ar familh, da Glaudine heuliañ ur staj aozet gant Ar Falz en Enez-Vaz. Pitilh e teuas da vezañ gant ar glad sevenadurel dre gomz. Gant skoazell Mirdi Mab-den e teuas da vezañ unan eus ar brasañ dastumerien kontadennoù ha kanoù a Vro-Dreger hag a Gerne-Uhel.
Sikouret he deus kalz kanerien evel Yann-Fañch Kemener, Anne Auffret ha Denez Prigent.
Emezelañ a reas er MOB e 1958. Ezel eo bet eus Club Bretagne Démocratie Michel Phlipponneau. Kemer a rae ingal he c'hartenn en UDB.
Resevet he doa Kolier an Erminig e 2006.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skol-Uhel ar Vro
- Lionel Henry : Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles, Yoran Embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7)