Pierre-Roland Giot

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pierre-Roland Giot (23 a viz Gwengolo 1919 e Carolles (Manche) - 4 a viz Genver 2002 e Roazhon) a oa ur ragistorour gall ha breizhat.

Deuet e oa da chom da Vreizh goude e studioù war an douarouriezh e Pariz ha Grenoble. E 1944 e krouas un arnodva antropologiezh ragistorel e skol-veur ar skiantoù e Roazhon. Embannet en deus meur a bennad ha meur a levr skiantel hag ur roll a-bouez en deus bet en arkeologiezh Breizh. E-touez ar skiantourien stummet gantañ emañ Yves Coppens pe Jean L'Helgouach.

Urzh an Erminig a oa bet roet dezhañ e 1988.