Joseph Le Bihan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Joseph Le Bihan (Jozeb ar Bihan), ganet e Lokarn e miz Meurzh 1930, a zo un den barrek war an ekonomiezh. Kensavet eo bet Ensavadur Lokarn gantañ.

Red buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskiñ galleg a reas d'e seizh vloaz pa yeas d'ar skol.

Goude e vachelouriezh e studias e Roazhon hag e Pariz (Ensavadur ar Studioù Politikel (ESP), Institut d'Études Politiques e galleg hag École Pratiques des Hautes Etudes). Labourat a reas en Ensavadur Broadel Klaskerezh Agronomek (EBKA) (Institut National de la Recherche Agronomique e galleg).

E 1965 e krouas al labourva a imbourc'hioù war an dazont (Laboratoire de recherches prospectives) e Massy (Essonne). Ren a reas anezhañ betek 1973.

En abeg d'e varregezh e voe karget eus meur a gefridi en estrenvro evit aozadurioù etrebroadel.

Dont a reas da vezañ kelenner en HEC (École des Hautes Etudes Commerciales) e 1973. Rener a imbourc'hioù e Skol-veur Pariz IX Dauphine eo bet ivez.

Distreiñ a reas da Lokarn war e leve. A-gevret gant Jean-Pierre Le Roch, krouet en devoa Ensavadur Lokarn evit bodañ tud a gemer perzh er vuhez ekonomikel ha reiñ tro dezhe da studiañ ha prederiañ.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2011.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]