Ewa Waliszewska
Ewa Waliszewska zo ur skrivagnerez polonek, ganet e Poznań (Polonia) d'an 30 a viz Du 1953.
Dedennet e oa gant ar yezhoù. Bet he deus bet ur vestroniezh lizheregouriezh romanek e Poznań. Doktor war ar "yezhoniezh lakaet e pleustr" eo deuet da vezañ e Skol-veur Grenoble III.
Labouret he deus en ti-embann Dominikan "W drodze"... Etre 1983 ha 1990 he deus graet war-dro he daou vugel, hep paouez da gelenn galleg e meur a aozadur.
E 1996 e kavas labour e Ti-Breizh Poznań ("Maison de la Bretagne-Dom Britanii"). Levraouegerez e voe da gentañ. E 1999 e voe karget eus an embann. Troet ha skrivet he deus levrioù a-zivout Breizh. Prezegennoù he deus graet e meur a gêr eus Polonia diwar-benn Breizh ha Sant Erwan. Kemeret he deus perzh e "Kollog skolveuriek ar Wiraourien" e Landreger da-geñver 700vet deiz-ha-bloaz marv ar Sant.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 2005.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Siły życia gant Martin Gray, troidigezh gant Ewa Waliszewska (1988)
- Mieszkańcy Bretanii Polakom : pomoc humanitarna 1981-94, Ewa Waliszewska
- Bretania : przewodnik, asambles gant Alain Crenn (1997)
- Bretania - legendy i podania (1999)
- Bretania - baśnie (2002)
- Bretania : opowiadania bożonarodzeniowe (2003)
- Św. Iwo patron prawników, Ewa Waliszewska (2003)
- Kolory Bretanii : przewodnik, Ewa Waliszewska (2004)
- Légendes de Poznań et de Wielkopolska, Ewa Waliszewska (2006)
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn Skol-Uhel ar Vro