Mont d’an endalc’had

Pierre-Yves Le Rhun

Eus Wikipedia

Pierre-Yves Le Rhun, bet ganet e Tremeog (Bro-Vigoudenn) d'an 29 a viz Even 1936 ha marvet d'an 12 a viz Here 2025 e Pont-'n-Abad[1], a oa ur c'helenner hag ur stourmer politikel breizhat.

Skolaer eo bet ur pennad a-raok kregiñ gant studioù douaroniezh e Lyon. Tremenet a reas kenstrivadeg an agregadur e 1962. Dont a reas da vezañ kelenner istor-douaroniezh e Naoned neuze. Mont a reas da skol-veur Naoned evel skoazeller e 1968. Sevel a reas un dezenn trede kelc'hiad diwar-benn ar sevel-yer askoridik e Breizh e 1972.

Embannet en deus kalzik pennadoù ha skrivet pe graet war-dro meur a levr douaroniezh bet embannet gant Skol Vreizh. Bet eo bet prezidant Ar Falz.

Stourmet en deus kalz evit an endro e Bro-Naoned hag evit Unvanidigezh Breizh. Bet eo bet prezidant ar CUAB (Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne) eus miz C'hwevrer 1983 betek miz Here 1986 hag eus 1996 betek miz Du 2000.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2000.

  • Géographie économique de la Bretagne embannet gant Breizh e 1971
  • Géographie de La Bretagne renet gantañ hag embannet gant Skol Vreizh e 1976
  • Bretagne et Grand-Ouest embannet gant Skol Vreizh e 1988
  • La Bretagne face à l'Europe et à l'Ile de France embannet gant Skol Vreizh e 1991
  • Géographie et aménagement de la Bretagne renet gantañ hag embannet gant Skol vreizh e 1994

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Nécrologie. Pierre-Yves Le Rhun, figure du militantisme breton, Presse Océan, 15/10/2025 (lennet d'ar 16/11/2025)