Philippe Abjean
Ganet eo bet Philippe Abjean e miz Ebrel 1953 e Bar-sur-Seine e departamant an Aube. Bet eo bet kelenner war ar brederouriezh hag anavezet eo evel stourmer sevenadurel ha speredel katolik.
Brezhoneger oa e dad, genidik eus Kastell-Paol. Bevet he deus ar familh en Aube betek ma voe Philippe tri bloaz. Graet he deus hec'h annez e Kastell-Paol d'ar c'houlz-se.
Studiet en deus Philippe Abjean e lise Itron-Varia ar C'hreiz-kêr. Goude bezañ soñjet studiañ ar gwir e krogas gant studioù prederouriezh e Brest da gentañ hag e Poitiers goude da heul e vestr Nicolas Grimaldi. Goude e vestroniezh e voe degemeret e kenstrivadeg ar c'hCAPES. 23 e oa pa'z eas da gelenner da Vro-Gameroun. Chom a reas 5 bloavezh eno. Dont a reas en-dro da Vreizh evit Kelenn e Lise Itron-Varia ar C'hreiz-kêr e Kastell-Paol hag e lise an Nivod. Divizout a reas paouez da gelenn ha mont a reas da dapout un aotreegezh teologiezh e Lyon. Ur wech distro da Vreizh e labouras evit an Télégramme e Bro-Leon. Labourat a ra evit Ti-kêr Kastell-Paol ivez.
Krouiñ a reas e 1994 ar gevredigezh "Les chemins du Tro Breiz" evit reiñ lañs a-nevez d'ar pirc'hirinerezh. Ober a reas berzh. Bep bloaz e vez tud oc'h ober ul lodenn eus Tro Breizh abaoe.
Kemer a ra perzh e un toullad obererezhioù katolik evel "l'Œuvre de Saint-Joseph" a labour evit adsevel chapelioù gouestlet d'ar sant.
E 1999 e raktresas krouiñ e Bro-Leon ul lec'h gant kantadoù a zelwennoù sent. A-benn ar fin e voe staliet an traoù e Karnoed. Krouet e voe e 2008 kevredigezh "Traoñienn ar Sent" evit kas war-raok ur "raktres foll evit ar beurbadelezh". Hanter-kant delwenn vras a zo bet staliet war dosenn Gweltaz e 2014.
Kalz raktresoù all en deus Philippe Abjean, en Afrika peurgetket.
Bet eo bet e-touez an 8 den rakdibabet gant an Télégramme evit bezañ "Breizhad ar bloaz" e 2009 hag anvet e voe "Breizhad ar bloaz" gant Armor Magazine e 2010.
Resevet en deus Kolier an Erminig e Naoned e 2014.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « La Bretagne avec Philippe Abjean », abadenn skiwnwel Le Jour du Seigneur