Tereza Desbordes

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Tereza Desbordes, ganet Marie-Thérèse Le Saux d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1934 e Pont-Aven, a zo ur skrivagnerez hag un embannerez vrezhonek.

Red buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo en un tiegezh labourerien douar. Abred he doa kollet he mamm.

E 1952 e timezas da Yann Desbordes, skolaer e Pont-Aven d'ar c'houlz-se. Desket o deus brezhoneg o-daou gant Skol Ober.

1980 e fizias Pêr Denez e Tereza Desbordes mererezh Mouladurioù Hor Yezh bet krouet gantañ.

Prezidantez kevrenn lennegezh Skol-Uhel ar Vro e voe e dibenn ar bloavezhioù 1980.

Resevet he deus Kolier an Erminig e 2000.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013.