Bernard de Parades

Eus Wikipedia

Bernard de Parades, ganet e Naoned e miz Eost 1921 ha marvet e Kemper d'ar 15 a viz Meurzh 2000, a zo un den hag en deus pledet kalz gant arz hag hengounioù pobl Breizh.

Red buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremenet en deus un darn eus e vugaleaj e Bro Redon ha graet e studioù e Naoned.

E 1941 e krouas e Naoned ar strollad Tréteaux et Terroir evit dastum tonioù, dañsoù ha kontadennoù a Vro-C'halloù.

E 1949 e kemeras perzh er Bleun Brug evit aozañ abadennoù.

Dileuriad evit an douristelezh e Penn-ar-Bed e voe e 1955. Dont a reas da vezañ Kuzulier Yaouankiz ha Kelennadurezh Pobl (rann Arz hag hengounioù pobl) e Ministrerezh ar Yaouankiz hag ar Sportoù. Heuliañ a reas Gouelioù Kerne eta. Dont a reas da vezañ un ezel eus ar pouezusañ er skipailh adalek 1959 betek 1987. Mignon eo bet da bPêr-Jakez Helias.

Produet ha sevenet en deus meur a bezh-c'hoari, a abadenn radio pe gleweled, a ziskouezadeg diwar-benn istor hag hengounioù Breizh. Sikouret en deus sevel Mirdi Bro-Vigouden e Pont-'n-Abad gant skoazell an ti Le Minor.

Pennadoù e-leizh en deus skrivet evit an Télégramme ha Breiz, kelaouenn Kendalc'h.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1989.

Aet eo da Anaon d'ar 15 a viz Meurzh 2000 e Kemper.

E 2009 e voe kaset e zielloù d'ar CRBC e Skol-veur Breizh-Izel e Brest.