Jean-Louis Jossic

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean-Louis Jossic gant Tri Yann e Kemper e 2012

Jean-Louis Jossic, bet ganet d'ar 15 a viz Gouere 1947 e Naoned (Liger-Atlantel), a zo ur c'haner hag ur soner naonedat. Krouet en deus ar strollad Tri Yann, er bloavezh 1970 gant e vignoned Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau.

Eil-maer e oa ivez e ti-kêr Naoned betek 2014, oc'h ober war-dro ar sevenadur.